Komz diwar benn deskiñ brezhoneg a vo posubl ober 'ba ti Sked!
Prederiañ war an deskiñ hag an deskiñ brezhoneg. Gant Kristel Gaté-Chevallier, psikologourez ha stummerez anezhi, ‘vo kinniget atalieroù ‘ba Brest, ‘ba ti Sked. Pevar frantad ‘vo kinniget d’ar re fell dezho klask kompren eus pelec’h ‘teu o diaesamantoù deskiñ. O labourat gant Stumdi ha Kevread Diwan emañ Kristel Gaté. Ingal ‘vez o taremprediñ tud ‘neunt bet diaesterioù gant an deskiñ. Ur sell diavaez ‘neus ar bsikologourez zo eus bro Anjev. Un emvod da gelaouiñ an dud ‘c’hallfe bout intereset ‘vo dalc’het d’an 11 a viz C’hwevrer ‘ba ti Sked ‘ba Brest, adalek 8e noz ! Ur pennad-kaoz gant Erwan Blanchard.